Un teulfilm c'hoazh evit eil sizhun ar vakañsoù : "Botoù-koad dre-dan" a gont istor ur strollad tud yaouank a Blougerne, er blezadoù 70, o deus krouet strollad "Ar vro bagan". Heuliet e vo ar film gant sonenn Lleuwen, ur Gembreadez a gan e brezhoneg.